Dorchester (Dorset)

Ur pennad Dorchester zo ivez.
Kreiz-kêr Dorchester.

Dorchester (distaget [ˈdɔːrtʃɛstər] e saozneg) zo ur gêr eus Bro-Saoz, pennlec'h kontelezh Dorset. Emañ etre Poole ha Bridport, war an hent bras. Ur greizenn genwerzh eo Dorchester, a-gozh, war lez ar stêr Frome.

E Dorchester e oa ar skrivagner Thomas Hardy o chom, ha gant ar gêr-se e voe awenet evit sevel e romant The Mayor of Casterbridge.

Da vare niveradeg 2011 e oa 19 060 annezad o chom e Dorchester.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search